Bremañ

Bremañ BREMAÑ, ur gelaouenn e brezhoneg penn-da-benn embannet bep eil miz. Krouet hag embannet gant Skol an Emsav abaoe 1980.

BREMAÑ, ur gelaouenn vrezhonek penn-da-benn embannet bep eil miz.

01/02/2025
🏘️ War ledanaat ez a kumunioù arvor Breizh, ne gresk ket dre ret o foblañs koulskoude. Setu disoc’h enklask bras Jérémie...
30/01/2025

🏘️ War ledanaat ez a kumunioù arvor Breizh, ne gresk ket dre ret o foblañs koulskoude. Setu disoc’h enklask bras Jérémie Szpirglas ha Denis Vannier, kazetennerien ar media Splann - Lanceur d'enquêtes , embannet enlinenn d’ar 17 a viz Genver. 👉 Lennit pennad Anton Burel evit gouzout hiroc’h war stourm ar strollad Dispac'h 📸 Gwirioù foto : Anton Burelhttps://www.breman.bzh/bevan-er-vro/

🇺🇸 D’an 20 a viz Genver e oa bet kadoriet Donald Trump en Ti Gwenn e Washington evit e eil respet. Eno e oa bet gwelet E...
28/01/2025

🇺🇸 D’an 20 a viz Genver e oa bet kadoriet Donald Trump en Ti Gwenn e Washington evit e eil respet. Eno e oa bet gwelet Elon Musk, patron ar rouedad sokial X (bet Twitter). Ouzhpenn 260 milion a zollaroù en defe roet hennezh evit souten 47vet prezidant ar Stadoù-Unanet. Da vinistr efedusted ar gouarnamant eo bet anvet. Lakaat war-wel mennozhioù an tu dehoù-pellañ a oa pal Elon Musk pa brenas Twitter e 2022. E-kerz devezh ar gadoridigezh eo bet gwelet oc’h ober ur salud n**i da harperien Donald Trump.

War ar rouedadoù sokial ez eus ur brezel levezoniñ da vat. E 2018 dija e oa kaoz eus “mennozhioù silet e pennoù bresk an Amerikaned wenn gant servijoù kuzh Rusia dre ar rouedadoù sokial, ha Facebook da gentañ”.

👉 Lennit pennad Jean-Michel Sanner

https://www.breman.bzh/ar-brezel-levezonin-vertuziou-an-douetans/

📸 Gwirioù foto : Kremlin.ru / Wikimedia Commons
Angela Weiss, AFP

💧 Abaoe ar 7 a viz Genver 2025 ez eus bet ouzhpenn 30 000 devezh-arat pulluc'het war maezioù Los Angeles ha 29 den zo ma...
25/01/2025

💧 Abaoe ar 7 a viz Genver 2025 ez eus bet ouzhpenn 30 000 devezh-arat pulluc'het war maezioù Los Angeles ha 29 den zo marvet d’an nebeutañ. An dour a vank du-hont ha diaes eo d’ar bomperien sonnañ an tan abalamour d’an amzer sec’h.

Kudennoù an dour zo e pep lec'h hag e Breizh ez eus ivez. Brezel an dour a vo en amzer dazont ?

👉 https://www.breman.bzh/brezel-an-dour-e-breizh/

🗞 Bremañ 447  - "Arzoù kaer a vremañ diouzh ar c'hiz er vro-mañ"😄 A-benn nebeut e vo resevet ganeoc'h !🧑‍🎨 En niverenn-m...
13/06/2024

🗞 Bremañ 447 - "Arzoù kaer a vremañ diouzh ar c'hiz er vro-mañ"
😄 A-benn nebeut e vo resevet ganeoc'h !
🧑‍🎨 En niverenn-mañ e vo lakaet ar gaoz war arzourien Breizh : Armelle Sec'h, Krank Du / Design & PhotoGraphisme hag Anais Nicolas
📍 Hag evel kustum : keleier ar vro hag ar bed, rekipeoù ha pennadoù sevenadurel
📬 Koumanantit da vBremañ https://skolanemsav.bzh/editions/

28/03/2024

🗞 Embannet eo "Bremañ 446"
🧮 En niverenn-mañ e vo lakaet ar gaoz war ar skiantoù e brezhoneg hag ar brezhoneg er skiantoù evit lakaat ar fizik pe ar jedoniezh da vezañ dedennus ha plijus memes tra ! 😄
📬 Koumanantit da vBremañ https://skolanemsav.bzh/editions/

04/01/2021

✨ 2021 ✨

BLOAVEZH MAT DEOC'H HOLL !

Bremañ niv.433 (Mezheven-Gouere 2020)
18/12/2020

Bremañ niv.433 (Mezheven-Gouere 2020)

Roll pennadoù-skrid niv.432 Bremañ a c'hallit lenn e lec'hienn internet Skol an Emsav !Un dibab pajennoù (furmad PDF) zo...
22/10/2020

Roll pennadoù-skrid niv.432 Bremañ a c'hallit lenn e lec'hienn internet Skol an Emsav !
Un dibab pajennoù (furmad PDF) zo da lenn ivez.

Koumanantiñ da v-Bremañ a c'hallit ober enlinenn gant ho kartenn-vank (dre b-PayPal).
Ur follenn-goumanantiñ a c'haller moullañ ha leuniañ ivez, evit paeañ gant ur chekenn pe dre ul lamadenn viziek.

Kestell ar vro,teñzorioùkuzh-diguzh Kestell ar vro, teñzorioù kuzh-diguzh Dek vloaz zo e oa bet anv eus enskrivañ Marzoù Breizh [s.o. Bremañ, niv. 333...

Golo Niv.432 Bremañ (Ebrel-Mae 2020)
22/10/2020

Golo Niv.432 Bremañ (Ebrel-Mae 2020)

Roll pennadoù-skrid niv. 431 Bremañ a c'hallit lenn e lec'hienn internet Skol an Emsav !Un dibab pajennoù (furmad PDF) z...
02/09/2020

Roll pennadoù-skrid niv. 431 Bremañ a c'hallit lenn e lec'hienn internet Skol an Emsav !
Un dibab pajennoù (furmad PDF) zo da lenn ivez.

Koumanantiñ da v-Bremañ a c'hallit ober enlinenn gant ho kartenn-vank (dre b-PayPal).
Ur follenn-goumanantiñ a c'haller moullañ ha leuniañ ivez, evit paeañ gant ur chekenn pe dre ul lamadenn viziek.

Covid-19mouchet an dud...hag hor yezh Enkadenn coronavirus 2019, efedoù warnomp ha war hor yezh Ur maread strafuilhus-meurbet emañ ar braz eus an dud...

Address


Telephone

+33299387583

Website

https://www.linkedin.com/company/breman-kelaouenn/

Alerts

Be the first to know and let us send you an email when Bremañ posts news and promotions. Your email address will not be used for any other purpose, and you can unsubscribe at any time.

Shortcuts

  • Address
  • Telephone
  • Alerts
  • Contact The Business
  • Claim ownership or report listing
  • Want your business to be the top-listed Media Company?

Share

Bremañ

Keleier eus Breizh hag eus ar bed a-bezh a ginnig Bremañ. Rubrikennoù disheñvel a vez kavet enni. Teuliadoù pemp pajennad a vez kinniget d'al lennerien bep eil miz. E liv penn-da-benn e vez kinniget ar gelaouenn abaoe 2006. Abaoe 30 vloaz m'emañ ar gelaouenn o tont er-maez ingal eo bet cheñchet kalz. Met bepred he deus klasket tizhout he fal pennañ: titouriñ ar vrezhonegerien en un doare plijus, sirius hag arnevez. Ur benveg talvoudus eo. Kement evit ar vrezhonegerien ampart hag evit ar re a zo o teskiñ ar yezh, evit ober ganti. Evel-just eo un dra ret-holl evit ma vo implijet ar brezhoneg war holl dachennoù ar gevredigezh.